Foulk IV
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Rouantelezh Bro-C'hall |
Anv e yezh-vamm an den | Foulques IV d'Anjou |
Anv-bihan | Fulk |
Titl noblañs | Kont, count of Anjou |
Deiziad ganedigezh | 1043 |
Lec'h ganedigezh | Château-Landon |
Deiziad ar marv | 14 Ebr 1109 |
Lec'h ar marv | Añje |
Lec'h douaridigezh | Añje |
Tad | Jafrez II Ferreol |
Mamm | Ermengarde Anjev, merc'h Foulk Nerra |
Breur pe c'hoar | Jafrez III, Hildegarde of Burgundy |
Pried | Bertrada Montfort, Daughter of Gautier I, Orengarde de Châtelaillon, Ermengarde de Bourbon, Hildegard de Baugency |
Bugel | Ermengarde Anjev (dugez Breizh), Jafrez IV, Foulk V |
Familh | House of Anjou |
Yezhoù komzet pe skrivet | henc'halleg |
Yezh implijet dre skrid | latin |
Micher | istorour |
Karg | count of Anjou |
Prizioù resevet | Golden Rose |
Foulk IV, pe Foulk Rekin, ganet e 1043 e Château-Landon, ha marvet d'ar 14 a viz Ebrel 1109 en Anje, a oa mab da Jafrez II Ferreol, kont Gâtinais, ha da Ermengarde Anjev. Kont Anjev ha Teurgn e voe eus 1068 betek e varv.
Evit enebiñ ouzh dug Normandi Gwilherm II Normandi (Gwilherm an Alouber) e timezas e hanterc'hoar Hildegard da Gui-Geoffroy-Guillaume VIII Akitania, hag e verc'h Ermengarde Anjev da Alan IV, dug Breizh. Skoazell a roio ivez da varoned Maine pa vint emsavet ouzh dug Normandi. Rannañ a reas madoù e eontr Jafrez gant e vreur Jafrez III: d'ar breur Anjev ha Touraine, dezhañ Saintonge hag aotrouniezh Vihiers. E 1061 e voe aloubet Saintonge gant Guy-Geoffroy-Guillaume VIII, dug Akitania, met faezhet e voe gant an daou vreur Jafrez ha Foulk e Chef-Boutonne. Adkemer a reas Foulk e Saintonge neuze, met er bloaz war-lerc'h e oa distro e enebour.
Dre ma ne gave ket e walc'h gant aotrouniezh Vihiers e reas emglev gant baroned all a-enep e vreur, en doa bec'h gant an dud a iliz neuze. Kemer a reas kêr Saumur d'ar 25 a viz C'hwevrer 1067, Anje, d'ar 4 a viz Ebrel 1067, tapout krog en e vreur ha bac'hañ anezhañ.
Dimezioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a wech e timezas.
- Kentañ gwreg en doe e oa Hildegarde de Baugency, merc'h da Lancelin II, aotrou Baugency,
- a voe mamm da Ermengarde († 1146), dimezet marteze da gentañ da Gwilherm IX, dug Akitania ha kont Poatev, ha neuze da Alan IV Fergent, dug Breizh.
- Pa intañvezas e timezas da Ermengarde de Bourbon, merc'h da Archambaud IV, aotrou Bourbon. En em zispartiañ a rejont, ha strivañ a reas d'he zimeziñ da Guillaume de Jaligny. Bugale o doa bet a-raok o disparti, ha dreist-holl
- Jafrez IV Martel, († 1106) a voe kont Anjev gant e dad.
- Da drede gwreg en doe Aurengarde, merc'h da Isembard, aotrou Châtel-Aillon, a zimezas dezhañ d'an 21 a viz Genver 1076. E 1080 e kasas anezhi kuit, hag e serras anezhi e kastell Beaumont-lès-Tours, da glask ober un dimeziñ all.
- En taol-se e timezas d'ur verc'h da c'h-Gaoter Iañ, kont Brienne. Kasa reas anezhi kuit ivez, a-raok 1090 war a seblant.
- War-dro 1090 ec'h addimezas da Bertrada Montfort († 1117). Honnezh a oa merc'h da Simon 1añ, aotrou Montfort, ha da Agnès d'Évreux.
- Ur mab o doe da vihanañ: Foulk V, lesanvet Foulk Yaouank (war-dro 1090 † 1144), a vo kont Anjev ha roue Jeruzalem.
Skrapet e vo Bertrada, a-youl-gaer moarvat, e 1092 gant ar roue Fulup Iañ.
Kurioù Anjeviz, pe Gesta Consulum Andegavorum
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lakat a reas skrivañ un Istor konted Anjev , ha ne chom anezhañ nemet un darn, kavet e-barzh Spicilegium Luc d'Achery, ha troet e galleg gant an abad Michel de Marolles en e Histoires des anciens comtes d'Anjou.